Joomla TemplatesWeb HostingFree Money

Iwan bihan ‘zo fin ha bras
Yay' da Rostrenn ‘benn arc’hoazh
‘nevo per hag avaloù
ur morzol bihan da zraillañ kraoñ

Le petit Iwan est malin et grand
Il ira a Rostrenen demain
Il aura des poires et des pommes
Un petit marteau pour casser les noix

 
War ar balan, ar brug, al lann
Kanomp Nouel, kanomp Nouel
War ar balan, ar brug, al lann
’Mañ ar bleunioù erc’h o tiwanañ.

Na huanad, na c’hwezh ebet
Kanomp Nouel, kanomp Nouel
Na huanad, na c’hwezh ebet
Ar peoc’h zo ’tiskenn war ar bed.

E teñvalder an noz divent
Kanomp Nouel, kanomp Nouel
E teñvalder an noz divent
Lutig ur spi er yenijenn.

Pozioù ha musik :André Cornec

 
Gwelet em eus e kêr
Ur wezenn Nedeleg
A skede he gouloù
Hag he garlantezioù

Diskan :
Nedeleg laouen
Nedeleg laouen
D’an holl.

Gwelet em eus un den
Gantañ ur vantell ruz
A roe madigoù
Ha kouignoù a-wechoù.

Diskan

Gwelet em eus an erc’h
A c’holoe ar vro
Ar vugale vihan
O c’hoari war an hent

Diskan